Driuin ha Uinanau

Mundi termino appropinquante, ruinis crebrescentibus, jam certa signa manifestantur.

Kent pell e vo an amzer diwezhañ, àr tu an diskar eh omp, a-vremañ ez eus rezi da gement-se.

Notennig a-zivout un darvoud souezhus daet er barrez a vez lâret Sei anezhi.

Menec’h abati Roton a voe galvet get Catuueten, mac’htiern Pleb Sei, da stadiñ ha rentiñ kont ag un darvoud souezhus, gwallober ar Lorbour hep mar erbet, hag a skoas kristenion ar barrez-se. Bec’h o doa bet menec’h Roton é krediñ ar pezh a lâre Catuueten keneve d’ar bobl a destoù daet da sevel kaoz o mac’htiern. Eno e oan-me ivez, Hoiarnscoit, manac’h e abati Sant-Salver, hag amañ e kouchan àr baper ar pezh a voe lâret gete.

D’ar c’houezh-del, tri deiz kent Kala-Gouiañv, ez eas Uinanau hag he c’hoar, merc’hed da Rihouuen, da geuneuta d’ul lec’h anvet Branbis, e treuzoù ar c’hoad meur. Du-hont e welezont ur paotr yaouank, dizanav ha difich-kaer. Aterset e voe gete ha eñv da lâret e vez graet Driuin anezhañ. Ne ouie hani a-beban e tae. A du arall ar stêr pe a du-arall ar c’hoad meur o doa-int soñjet da gentañ. Ur c’haer a baotr e oa, a oad get Uinanau, ken na voe filimet getañ. Hañval eo e yeas e galon geti ivez. Meur a wezh e tistroas ar plac’h da Vranbis, dre guzh ha da c’houbannwel-noz, da welet he galant. Hrevez-an-dailh, n’o doa ket gellet harz a dorriñ o c’hoant ha kent pell e oa anat d’an holl e oa Uinanau é toug.

En euzhenn e yeas an ozhac’h Rihouuen. Get goulenn e welas ne ouie e verc’h netra a-zivout he c’haredig keneve e anv. Atav e oa bet gwelet er c’hoad ha n’en doa james lâret piv a oa e re, nag a ven e tae. Àr dav e chome ar paotr yaouank d’ar liesañ. Arfleuet ruz-du e oa an ozhac’h ha didiegezhet e voe ar gaezh plac’h. Ha hi monet e aior ti ur voereb dezhi, sellet er vro evel ur wrac’h, ur gouskerez. Ur vaouez fall, dilaosket geti Lezenn hor Salver.

An noz-se e welas ar voereb traoù get daoulagad he spered hag an tronoz e lâras da Uinanau e oa àrnezhi kavout penn d’he galant Driuin. Aveit disoc’h e ranke profiñ ha gwiskiñ ur sae dezhañ. Ur wezh gwiadet ar sae e kemeras ar plac’h an hent da Vranbis, du-hont e kavas Driuin, koant ha ledrin, e-mesk an drein hag ar bodoù-knoù. Direskont e chome dirak he goulennoù evel bep taol met laouen e asantas prof ar plac’h yaouank. N’en doa ket merket e oa chomet un neudennig hag e sae profet staget start da ibil-troad e zousig. Diàr alioù ar wrac’h e voe graet kement-se.

Ur wezh kimiadet setu eñ avaze pelloc’h, trema don ar c’hoad. Van a raas-hi da vonet e-raok ivez met diàr neuze e c’helle heuli an neudenn betek annez Driuin. Pezh a raas, met ne voe ket un c’hoari aes monet, da goubig, dre douezh raden ha bodoù hep bout klevet get ar paotr. Pell e yeas evel-se ken na soñjas e vehe marse treuzet ar c’hoad meur hed-ha-hed hag e vehe he galant savet ag an tu arall anezhañ e parrez Blaen. Divec’het e oa un tamm he c’halon é soñjal e c’hello kent pell gouiet penn d’he galant iskis. Ha bout ez eus àr-dro div leviad koad da gas etre Branbis ha parrez Blaen. Taol-ha-taol e santas e harze an neudenn un tammig bihan etre he daouarn. Ha souezh geti é welet e turc’hae d’an douar. A-nerzh e skarzhas an delioù hag e skrabas an donenn da gavout penn ar wiadenn. Buan e tizouaras sae he dousig, ha hi da vraouac’hiñ é klevet eskern edan ar sae. Un atell eo a c’hronne he frof. Pennfollet e troas kein hag e yeas d’ar red trema parrez Sei.

Treboullet-krenn, eno e kontas d’an holl ar pezh a oa bet. Ur semeilh e oa he galant ! Kentizh e voe daveet jiboesourion d’ar c’hoad-meur get ar mac’htiern da gavout an atell milliget. Hag ar voereb fall, ar wrac’h, àr-un-dro gete. Ur wezh kavet korf-eskern Driuin, c’hoazh gronnet en e « brof », e lâras ar gouskerez ur werz hag e tevas ur barr laore, hrevez fallbleg ar werin.

Meur a viz a dremenas didrubuilh goudevezh, ha bugel ar semeilh a c’hanas ziken. Neoazh, an aon a chome e kalon tud a lezenn, evel ar manac’h Neboc, e tistroahe eneñv Driuin da wallgas tud ar barrez hag o eost. Tolpet e voe ezhec’h plouev Sei enta, àr-un-dro get menec’h abilañ Roton e lez ar mac’htiern Catuueten er villa a vez graet Lis Coth anezhi. Pervezh e voe selaouet doc’h an testoù ha divizet serrezh eskern an hani marv hag o beziñ e douar santel. Er sal-veur e oa Uinanau get he c’hrouadur iskis ivez. Anvet eo Driuin diàr-lerc’h e dad. Moranvet Driuin Abmarb. E dad nend eo ket bet gwelet goudevezh, ra pado evel-se, plijet get Doue.

Kement-mañ a zaas edan ren ar roue Karl ha pa oa Breizh en he zrede blez edan ouarn Erispoe. Skrivet get Hoiarnscoit, manac’h en abati Roton diàr dolp Lois Coith e parrez Sei. Testoù : Sabioc, Gleucourant, Moetgen, Hoiarnscoit, menec’h en abati Sant Salver Roton. Catuueten, mac’htiern. Neboc, manac’h. Rihouuen get e re. Bran, Kenmonoc, Hinan barbhir, Iarno, Uualon, Uualc moel ha Runuuoret, testoù.

Mab an avank

Dre zan ar c’hoad ez an. Uhel uhel e kas ar faou er lodenn-mañ anezhañ. Sonn hag argantek eo o zreid. O bec’h a zelioù a deñvala ar leur ha gloev eo an terennoù a dizh an tarzhadoù man. Edan ma solioù lêr arzh e ruilh ar fion. A-strew, amañ hag ahont e welan krugelligoù glas ha bleuñvus, dilerc’hioù gwez kouezhet gwerso. Kent pell e kuitaan ar faoueg hag e tostaan d’an treuzkoad ha diaesoc’h diaes eo monet dre douezh ar bodadoù knoù hag ar c’hoadoù-med. Ha me gronnet get riskan nerzhus ar moulc’hi niverus. Gwezhadoù e chom libouret ma saezhoù en drez. Ur roudenn a evezhan hag a gas d’ar Mervent. Frank eo ha mac’het an douar, kaer eo gouiet e voe digoret ar c’hoad amañ get ur gread bizoned. Get ar roudenn-se e tisoc’han en ur granneg, àr an uhel. Amañ e voe losket un tamm ag ar c’hoad get ma re aveit jiboesat àrlene. Pell e ya ma selloù avaze ha diharp-kaer. Ma mad a dennan a gement-se aveit klutiñ un herradig e-sigur gober un tamm kompren ag ar vroad edanon. Da guzh ez a an heol ruz a-barzh ar geunioù diragon ha treuzet eo e lagad tan get nijadoù evned garek. Hani erbet, arzh erbet, bleiz erbet. Get an dinaou e redan trema ar blaenenn izel. Tostalek eo un tamm bihan ha keneve ma fenn bazh em behe tapet meur a lamm. Blejerezh oroked a-glevan ur wezh er flagenn. En tu arall d’an div stêr emaint, hep mar. Frond an taouarc’h a za betak man divfron ha nivlenniñ a ra an amzer bremañ. Àr man goar e kerzhan bremañ kuit da vout garchennet ha kignet get an hesk.

Amañ on deuet da dapout avanked.

Darempredet e vez ar c’hember hag ar gwernioù get ar loened-se. Mard int loened rak lod a lâr int eneñvoù tud bet àr an douar pell zo. Evel an dud e c’hellont en em zerc’hel àr o sav. Evel an dud e savont tier koad. Evel an dud e lakaont o c’hrabanoù àr un takad-bro bennak hag e vevont diàrnezhañ betak ken na yahe da hesk. Hag int pelloc’h da gavout ur lec’h gwerc’h hag evel-se betek an amzer diwezhañ. Tost kar omp. A-drumm-kaer, sed distrewet ma soñj rak mam botoù a denn dour ! ur spont ! Ha ne welan ket mat en arbenn da skeudoù ruzoni an heol àr vlaen an dour. Em bisac’h e furchan da gavout an tamm koad faoutet a dalv din da zisheoliñ man daoulagad. Setu, ur loj bevered zo aze, doc’h tu ar Gwalarn izel. A-benn nebeud e yay lod anezhe er-maez da ziskar gwez, eno e rankin bout ivez. Ne ouian ket menn e labouront neoazh, aveit en ober e tlean lemel kuit ag ar poull-mañ ha pignat get an tamm runig du-hont. Meiz a daolan da chom hep trouzal. Ne wel ket mat mab an avank, met klevout a ra spis. Gronnet eo ar runig get korz ha nend eo ket gwall uhel anezhañ. Ne vern, a-ziàr-laez e c’hellan gwelet pell ar-walc’h aveit spurmantiñ garennoù bezv troc’het ha begek en amen. Eno e tennont koad ! Kent pell em bo paket ur brav a avank, pe daou memes. Nend eus ken gortoz. Engortoz enta, ma fenn a droan trema ar Reter. Serrnoziñ a ra.

Ur vogedenn a sav a-us d’ar gwez doc’h glannoù ar stêr. Pennc’hêr ar labourerion douar gwenn o c’hroc’hen eo. Degouezhet int un deiz àr o bagoù. Get o loened souezhus. Get o c’hleñvedoù nevez ivez. A-zrebi e vez skoet ma re get un droug marvel ha nebeutoc’h nebeut a zo ac’hanomp. Ne vevont ket eveldomp tamm erbet a-grenn. Tier hir hir a savont e keñverded glannoù ar stêrioù hag e lakaont ar vro edan ed. Hrevez-an-dailh o deus distaget ar Speredoù o c’halon a-zoc’homp. Muioc’h-mui a dud yaouank a ziviz kuitaat hor re-ni ha monet da veviñ gete. Tronoz e rin kement-arall, pechañs e vo graet un degemer mat din ha d’an avanked a brofin dezhe. Ha me tiekaat en o zouezh, plijet get ar Speredoù ! An noz-mañ a vo hani diwezhañ mam buheziad den àr-vale.

Roazhon, -5000 kent J.K

Loariet

En ur vro bell ha gwerso bras e oa un den paour-razh. Ne oa ket netra e piaou dezhañ keneve ur lojig pri toet get korz, kollet en ur wern chartet ha fangek. Amzer ar bleidi e oa ha yen-sklas e oa hi. Hañval e oa d’an den e skorne e vouzelloù siken. Bec’h getañ torriñ an anoued rak digoad-kaer e oa e flondrenn. Penaos disoc’h ? Ne badahe ket pell kent ma lammahe ar souhined àrnezhañ. E penn ar geunioù e oa tachadoù kaer ha koadek neoazh. Aze e oa keuneud ha lannoùier a-leizh. Pezh zo, dalc’h an aotrou Kadiern e oa ha ne oa ket unan douget tamm erbet da roiñ d’ar re en dober. Brudet e oa er vro aveit bout ouzhpenn kriz hag ouzhpenn drouk. Ne harze ket an den paour, n’helle ket gober en ur mod arall, sed eñ monet doc’h an noz trema koadoù-med an aotrou. A-nerzh brec’h e reas ur choukad keuneud brav get e vouc’hal ha eñ d’e gozh ti. Ur brav a selamm-dan a voe en oaled an noz-se ha levenez a-vrec’had ! Ma oa izel ti an den paour e oa uhel gludet kenkiz Kadiern ha ne oa ket kousket hennezh an noz-se naket. Gwelet en doa ervat e tufe un toull-mogeder aze, er gwernioù…

Un herrad àr-lerc’h e tiovere ar c’heuneud e ti ar paour. Aet e oant razh da ludu dija. Krog e oa an ivinrev en e zaouarn neuze e krogas en e vouc’hal. Kann ha bras e oa ar loar an noz-se, ha sklaer e weled edani. Dre laer ez eas arre da geuneuta ha da serrezh lann àr zouaroù an Aotrou. Gwa dezhañ ! Evel un toud kozh e oa Kadiern uhel en e genkiz, hag edan e selloù e oa hon den. Lakaet en doa dibriñ e jav hag e tripas àr e arbenn. En drebad ma oa é tistroiñ d’ar ger e fardas Kadiern àrnezhañ e kounnar. Ur laer e oa ! Ur laer e oa ! Ar groug zo dleet ! Kerkent evel ma savo an heol ! Braouac’het e oa ar c’haezh krañv.

_M’en tou ! N’em eus ket laeret netra digeneoc’h Aotrou ! Ra vin lonket get ar loar mar lâran gaou !

Àr selaou e oa ar loar ivez. Kent pell ne oa ket mui an troc’her lann àr groc’hen an douar. En un toull-gurun àr donnenn ar loar ne lâran ket. Chomet eo aze goudevezh, mar sellit mat e c’hellit er gwelet doc’h ar loar, krommet e gein get e sammad laeret. Bev e oa, ya, met glac’haret rak hiraezh en doa d’e di bihan ha ne oa ket gwall doemm aze ivez. Truez a gemeras ar loar doc’htañ. Divizet he doa sevel un tiig mein dezhañ àr-un-dro get ur forn aveit pobiñ e dorzhioù. Rak-se, gwezhavez e vez ur sort moged tro-dro d’ar loar.

A-c’houdevezh ez eus bet kaset tud àrnezhi. Klevet hoc’h eus komz anezhe kredabl : Armstrong, Aldrin, Conrad,… Lod a zisklêr ne vez ket lâret pep tra deomp ha ne vehe ket bet hani é kantren du-hont. Amoedaj evel-rezon ! Met gwir eo ez eus bet miret ur segred get an Nasa a-zivout kement-se. Selaouit kentoc’h, ne lâront ket e oa bet diguzhet un tiig mein hag ur forn get paotred ar fuzeenn eno, àr « Mor ar Sederoni », evet o doa ur wezh chistr ha tañvaet ag ar bara-loar e ti an troc’her lann ! Chikit chikit neoazh ! An dud n’ho kredint ket !

Thermæ

LACONIVM

Bihan a dud zo er c’hibelldi hiniv ken mand on ma unanig er Laconium. Doc’h boaz e vez trouzus ar lec’h ha bouzaret e vezer get ar vorm ha blejadennoù an dud. Feiz, gwell ar-se, e-mod-se ema aesoc’h din lakaat ma spered da nijal un tammig en drebad mand on gronnet get ur vurezh vougus. Toemm eo, toemm-gor siken. Ne c’hellin ket padout an tazoù evel-se. Kent pell eh in d’ober un tamm tro d’ar Frigidarium, kuit da boazhiñ en-bev. C’hoazh ur wezhig kent monet avamañ. Ur sailh dour ennañ ur gloge a zo a daldin, tapout a ran krog enni hag e strimpan tapennoù dour àr ar poullad glaou e kreiz ar sal. Pchhhhh ha bec’h d’ar moged ! Àr doemmaat eh a ar jeu c’hoazh. Àr barlenn ar poullad glaou ez eus un delwennig sakr , Apollon Borvo eo. Doc’htañ e sellan. Dezhañ da vout e pri e tisko fichal a-gaoz d’ar vurezh tev-se. Bamet on get ar pezh a welan, e gorfig a hej hag a zihej a-bep tu evel ha pa vehe bev. Doue ar berv eo Borvo. Mammennoù ar c’hibelldi-mañ a vez darempredet getañ. E di a vehe amañ, douzh ma lârer, e dan ur pikol puñs en ur sal arall, ur puñs don ha du. Ennañ e vez bannet perzhioù moneiz get an dud vunut aveit bout daet mat get Doue ar virvidigezh. Biskoazh n’em eus kredet er lavaret met aon am eus un tammig dirak ar puñs-se ha seul gwezh ma tremenan e-tal dezhañ e vezan pennvezvet get e zonded. Ar soñjoù-se a daol d’am fenn, hag e serran man daoulagad. Santout a ran an c’hwez é tinaou doc’h ma c’hroc’hen. Vad a ra din ur bam. Na pell e tres bout trubuilhigoù mam buhez pemdez ! Nag un disamm d’am spered kaezh. Re a vec’h a vez sammet diehan àr ma chouk «Centurio» met amañ, a-wael, e c’hellan chom e peoc’h ha gober un tamm yac’haat d’am c’horf ! A’i ! C’hoazh ur wezhig kent skarzhiñ ma zreid ag ar Laconium. Gras da Vorvo ! Me lakay aberzhiñ un dañvad aveitañ.

Ur garm a zason er c’hibelldi… Dor ar Laconium a zigor a-flap hag e ta ur c’hrennbaotr galian tre. Diragon ema met n’er gwelan ket reizh mat en arbenn ag ar moged, hanter wisket eo, du eo e vlev evel pluñv ur vran hag e talc’h ur sort las en e zorn dehoù.

_Centurio ! Kit da welet ! Er Sudatorium ! Marvet ez eus un den ! Ar prokulor eo, Flavius Horatius Calvius ! eme-eñv a vouezh penn.

_Garn ! N’heller ket diskuizhiñ amañ !

Ha me da sevel ma sac’h eskern bavet get an toemmder ha da huchal aveit ar re arall klevet e holl salioù ar c’hibelldi :

_Centurio Septimus Durotrigus on-me, grit ar pezh a gemennin deoc’h e anv an Impalaer ! O Sklaved ! Prennit dorioù an Apodyterium ‘ta ! Ne vennan tamm erbet a-grenn gwelet hani é tec’hel ag ar lec’h-mañ !!

_Ha te paotr yaouank, kae er-maez da gavout ur sourzien, ne ouier ket james ! Ha get herr !

SVDATORIVM

A-darzh kalon eh an betek ar Sudatorium, lan a voged gleb eo ha ne welan ket kalz a draoù, rak n’eus gouloù ken nemet diàr ur c’haezh krezol. Douzh ar c’horf e tostaan, hani ur c’hozhiad moal eo. Gwir eo eo ar Prokulor ha gwir eo e hañval bout marv-mik. Ne lâre ket gaou ar galianig yaouank-hont. Ar c’hrezol a gemeran da sellout pervezh doc’h mozaikenn ar leur ha tapennoù gwad a vehe. Ne evezhian hani. N’eus tamm bloñsadur erbet doc’h e groc’hen ivez. Rezi erbet a zrouglazh. Pezh zo ema chomet liv an hiris anat doc’h e zremm roufennet. Arabat eo koll amzer amañ, mard eo bet lazhet ema ar muntrer amañ er c’hibelldi c’hoazh. Dleet eo din atersiñ an holl bremañ. Divizout a ran distroiñ d’an Apodyterium, pe d’ar wiskerezh mar kavit gwell, sal gentañ ar c’hibelldi. Aze e c’hellin gwiriekaat ha prennet eo bet an dorioù get ar sklaved ha piv a oa lusket da vonet kuit kent ma vehe roet an urzh genin da chom. Ha pouezusoc’h c’hoazh marse, eno e c’hellin adtapout man dilhad ha ma c’hlezeñv. Ur c’hantener, noazh-pilh, c’hwez brein ha hep e arouezioù a goll un tamm mat ag e veli àr an dud, kaer eo gouiet !

APODYTERIVM

Treuziñ a ran ar Laconium endro hag e taan a-barzh ar wiskerezh, ur sklav zo eno douzh man gortoz get man dafar etre e zaouarn. Lavarout a ra din o deus prennet dor ar c’hibelldi ha n’o deus ket gwelet den é vonet keneve ar c’hrennard aet da gavout ur sourzien. Ouzhpenniñ a ra e welont ar Prokulor Flavius Horatius Calvius er c’hibelldi lies. Un den pouezus eo met drouk doc’h ar geizh evelte. Drouk ha difeiz a lârer. Meur a wezh en deus-eñv bet tro d’er c’hlevet éc’h ober goap doc’h an doue Borvo, hag ar gredenn en deus ema bet lonket eneñv an uhelad Roman get Doue an Dan. Ne ouian ket petra soñjal diàr e gaozoù, gwir eo ema galloudus Borvo, met alkent, ne gredahe ket lakaat e grabanoù àr un den hag a labour a-zevri aveit an Impalaer ! Pelloc’h e taolan ma selloù, sklaer eo ar sal, bankoù koad zo a-bep tu ha gloestri da renkiñ dilhad. Ouzhpenn ar sklav eh eus daou zen. Evel daou gole-tarv int. E galianeg emaint é komz an eil get ergile. A-benn e wiskan ma sae hag e stagan man gouriz. Ha me ha monet devat an daou waz. Mentet hag uhel int ur spont. Diwisket o deus o roched, dre-se e welan eh eus merchoù gloazadennoù kozh doc’h o bruched. Ar re-se nend int ket oaned, bleizi ne lâran ket ! Nend eus arvar erbet int perzh ag ar «Bagaodoù», emsavadegoù peizanted dizouar hag a zizalbad a-grenn ar vro, a zismantr ar villae hag a laer hor greoù ! Nag ur jabl aveit an Impalaeriezh ! Kablus pe pas, ema o lec’h a-barzh ar galeoù !

_Ave ma zud vat ! emezon-me seven daoustoc’h da bep tra. Gwelet a ran hoc’h bet gloazet…

_Un orok e koad Catubriga… en deus eilgeriet ar gouron, ur mousc’hoarzh goapaer getañ doc’h e veg.

Un orok ?! Kurun ! Ma lagad àr lost ar leue ! Un orok e korf ur sae ruz edan banniel Roma kentoc’h ! Berviñ a ra man gwad ! Ne gollan ket ar stur neoazh hag e c’houlennan pegoulz int degouezhet, hag int da respont ne oant ket arruet mat er c’hibelldi ha pa oa bet prennet an nor-dal get ar sklav. Meiz a daolan doc’h o blev, sec’h int, ema ar wirionez gete, n’o deus ket gellet lazhiñ ar Prokulor hep monet doc’h mouester ar salioù arall. Ar gaoz a adkemer ar sklav neuze aveit diferiñ din e lavar gwir an daou waz hag eh eus c’hoazh un den er C’haldarium, sal ar poulloù toemm. Marcus Caecina Macer eo, un uhelad.

CALDARIVM

Un den kozh evel an douar zo é neuial er poull klouar, eskern ha kig nend eo ken. Hopal a ran dezhañ ha eñv da zonet àr e oarigoù en hon arbenn.

_Marcus Macer oc’h ?

_Ya ?! Oh, Centurio ! Resped deoc’h, n’em boa ket hos anavet, nend eo ket ken luemm man daoulagad evel ma oant ergentaou, labouret on get ar gozhoni siwazh !

_Nend eo ket aet razh ho yec’hed kuit àr a welan, biskoazh frevoc’h un den ! Ma, er frigidarium e oac’h kent, tre ma oa bet lazhet ar Prokulor er Sudatorium ?

_Mallozh douar ! Lazhet ?!

_Doc’h ar pezh am eus komprenet ne oa ket ar prokulor un den karet get an holl, am eus eilgeret.

_Feiz, daet e oa a-benn da lakaat ur bern tud a-enep dezhañ ! Er c’haset em behe ar-walc’h etre divrec’h Pluton ivez aveit lâret ar wirionez deoc’h. Met en ur mod arall alkent ! Ne vehen ket éc’h ober soubig daou boull pellikoc’h ! N’em eus ket kollet holl ma skiant goût a rit ! Tud a vez gopret aveit kas sort labour lous da benn, anat deoc’h Centurio…

Gouiet mat ! Marcus Caecina Macer zo ur c’heodedad uhel e vrud hag istimet get an holl. N’en deus ket netra da welet en afer-mañ.

_Ha penaos en deus gellet gober ar prokulour aveit en devout kement a dud é labourat doc’htañ ?

_Ar soñj a oa sonn en e benn e itrike beleion an Doue Borvo a-enep an Impalaer hag e argantaouent ar «Bagaodoù». Diàr-gement-se en deus bet an tu da lakaat prenniñ meur a dempl. Met skuilhet en deus eoul àr an tan !»

Diàr ar c’homzoù deskus hag ankenius-se e kinnigan d’ar sklav distroiñ trema ar c’horf-marv, moarwalc’h ez eus un dra bennak chomet e-kuzh aze.

Teñvel ha mogedek eo chomet ar sal. Flavius zo astennet divuhez àr ar leur. Enskrivadurioù kozh a lennan doc’h ar magoerioù hag e tougont bri da v-Borvo : «DEO APOLLINI BORVONI». Lakaomp e vehe gwir ! Dizouj-kaer e oa Flavius ha ne oa ket mui an Doue aveit er gouzañv ken. Mar boa liv ar spont doc’h dremm ar Prokulor e oa peogwir en dehe gwelet seblant an Hani Bervidant dirakañ, taol-ha-taol, ha kaset e vehe bet getañ d’ar bed arall !

Anav gloazadenn erbet…

_O Sklav ! Gwelet hon eus razh an dud en ti ?

_Ya Centurio !

Doc’h ar c’horf -marv e tostaan arre, dispourbellet eo e zaoulagad, lan a spouron.

«Un den difeiz» a soñjan.

AR VAMMENN SAKR

Ha me ha monet da welet mammenn an Doue, mammenn an Droug ? Un trepas strizh a gas da sal ar puñ sakr, drezañ eh an. Nec’het on, ma labour eo mirout ar Gwir, met dirak un doue ? An nor a zigoran hag eh an tre er sal sklêrijennet get un nebeud goulaouennoù-koar laosket get tud c’hredus. E-kreiz ez eus ur poull don ha du, gronnet get ur varlenn-vein. Ar puñs sakr eo. Du-kel eo an dour ennañ. Evel seiz eo an dour. Na duat eo ar puñs, nend eus arvar erbet e kas betak donig-don ar Bed. Àr ar varlenn e azezan un herrad aveit klask kemer randon. Ur muntr graet get un Doue ! Ha me en e di ! Nend on ket beleg me ! Sed-me brav ! Penaos disoc’h !? E zelwenn a ziforc’han en teñvelded. Gozik hep gouiet din e huchan :

_O Doue Borvo ! Lârit din ha c’hwi eo !

Ha dour ar puñs da c’hloevenniñ ha da vourboutal… Lâret e vehe trouz kof ur ramz é c’houlenn boued. Anat e oa. Borvo a gemenne din gober un dra c’hoazh. Un draig c’hoazh aveit disoc’h geti hag adlakaat reizhted e-touez ar re vev.

TREMA AN DAN

Ne oa ket bet un c’hoari bugale stlejal korf divuhez ar Prokulor betak barlenn ar puñs. Ar sklav en doa roet dorn din aveit en ober. Ha ni da wintiñ ar c’helan dreist ar varlenn. Flok ! Lonket e oa bet Flavius Horatius Calvius get dour klouc’hanek ar puñs. Bourboutal a rae an dour gwazh aveit biskoazh. E walc’h en doa bet an doue. Un dijabl en doa graet ag an den difeiz, korf hag eneñv, bremañ e c’hello chom e peoc’h. Ha diàr gement-se ar vro a-bezh ivez kredabl ! Kas mennad un doue da benn, hep mar, eo bet kefridi iskisañ razh mam buhez Centurio ! Trugarez a lâran d’ar sklav hag e kemeran ma hent trema ar gêr get mousc’hoarzh an den en deus graet labour vat.

BAGAUDAE

A bost eh ae ar c’hrennbaotr galian dre straedoù kêr. Biken nend ay da gavout sourzien erbet. En e zorn e talc’h ar las en doa taget ar prokulour difeiz. E zent a darzh get e arfleu evel re ur c’hi kounnaret. Kas a ray trouz ha kaz dre ar bed c’hoazh, ha goude ar prokulour e tay unan arall da vout lazhet get e zaouarn yaouank. Gwa d’an Impalaer ! Gwa da Roma ! Gwa d’an Doueoù kozh ! Gwa d’ar bed kozh brein ! Ra vo unan nevez pe netra ! Kalz-ne-vern, chañchet e vo penn d’ar vazh ! chañchet e vo penn d’an heol !